Tierniezh Jin (265 - 420)
An Dierniezh Jin (Sinaeg晋朝), unan eus ar C'hwec'h Tiernezh a heulias marevezh an Teir rouantelezh e Sina. Kent marevezh an Tierniezhioù Su & Norzh eman. Gant ar familh Sima e voe diazezet.
晉朝 Tierniezh Jin | ||||
| ||||
Tachenn Tiernezh Jin | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Sinaeg | |||
Gouarnamant | Impalaeriezh | |||
Istor | ||||
- Aloudabeg Wu ar Reter | 265 | |||
- Erlec'hiet gant Liu Song | 420 |
3 Enorus & 5 Impalaer | ||||||
Tierniezh Xia | ||||||
Tierniezh Shang | ||||||
Zhou | ||||||
Nevezamzer & Diskar-amzer | Zhou ar Reter | |||||
Stadoù Brezelour | ||||||
Tierniezh Qin | ||||||
Han ar C'hornôg | Han | |||||
Xin | ||||||
Republik Sina (Taiwan) | ||||||
|
Istor
kemmañE daou brantad e vez disrannet an tierniezh Jin. Tierniezh Jan ar C'hornôk (西晉, 265–316) a voe krouet gant Impalaer Wu Jin e 265. Daoust ma teuas a-benn da unvaniñ ar vro dre stagañ Wu ar Reter e 280 ne voe ket gouest da harz ouzh ar gantreidi goude Brezel an Eizh Priñs. Aloubet e voe Luoyang e 311 gant Han Zhao ha lazhet e voe Impalaer Huai Jin. Repuiñ a reas an dierniezh da Chang'an met kouezhout a reas ar gêr e 316 ha kollet e voe an norzh evit ar Jin.
Da su ar vro e tec'has ar pezh a chome eus al lez hag e gêrbenn nevez e savas e Jiankang, e-kichen er pezh a zo Nanjing Da impalaer Tierniezh Jin ar Reter e voe embannet Priñs Longya met ne voe ket anavezet gant stadoù an norzh. Distabil ha gwan e voe Jin ar Reter e-pad an 104 bloavezh o vuhez.E 383, avat e faezhas Qin Diaraok en-doa unvanet norzh ar vro en Emgann Fei, ar pezh a voe abeg fontadeg rouantelezh an norzh.
E 403 e voe skrapet an tron gant Huan Xuan a ziazezas un diernezh nevez , Chu. Ne badas ket pell amzer, avat, rak faezhet e voe Huan Xuan gant Liu Yu. Liu Yu a adlakaas Impalaer An Jin war an tron met eñv a oa an hini a dalc'he ar galloud gwir. Brasaat a reas tachenn ar Jin dre aloubiñ Yan ar Su ha Qin Diwezhat. E 419 e voe taget An ha erlerc'hiet e voe gant e vreur Impalaer Gong Jin. Ur bloavezh diwezhatoc'h e lezas Gong e dron da Liu Yu a grouas Tierniezh Liu Song.
Impalaerien Jin
kemmañAnv | Anv Familh ha Rakanv | Ren | Marevezh |
---|---|---|---|
"Jìn" + anv + "di" | |||
Jin ar C'hornôk 265–316 | |||
Wu Di | Sima Yan | 265–290 | |
Hui Di | Sima Zhong | 290–307 |
|
Sima Lun | 301 |
| |
Huai Di | Sima Chi | 307 – 311 | |
Min Di | Sima Ye | 313–316 | |
Jin ar Reter 317–420 | |||
Yuan Di | Sima Rui | 317–323 | |
Ming Di | Sima Shao | 323–325 | |
Cheng Di | Sima Yan | 325–342 | |
Kang Di | Sima Yue | 342–344 | |
Mu Di | Sima Dan | 344–361 | |
Ai Di | Sima Pi | 361–365 | |
Fei Di | Sima Yi | 365–372 | *Taihe 365–372 |
Jianwen Di | Sima Yu | 372 | |
Xiaowu Di | Sima Yao | 372–396 | |
An Di | Sima Dezong | 396–419 | |
Gong Di | Sima Dewen | 419–420 |
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |