Digoradenn Napoleon
Digoradenn Napoleon a reer e c'hoari an echedoù eus un doare divoas da voulc'hañ ur c'hrogad dre ar fiñvadenn :
Digoradenn Napoleon
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
1. e4 e5 — 2. Df3 |
- e4 e5
- Df3
Diwar Napoleon Iañ (1769-1821) ez eo bet anvet an digoradenn-se.
Istor
kemmañBrudet e oa an impalaer gall evit karout ar c'hoari echedoù, hogen brudet e oa ivez evit bezañ ur c'hoarier dister[1].
Skignet e voe an anv "digoradenn Napoleon" gant meur a gazetenn e kreiz an XIXvet kantved pa gonjont e oa bet c'hoariet gantañ e 1809 evit boulc'hañ ur c'hrogad a gollas a-enep An Turk, un emfiñver faos a guzhe ar mestrc'hoarier Johann Baptist Allgaier (1763-1823)[2].
Dezrann
kemmañEvel en Argadenn Parham (2. Dh5) e klask an tu Gwenn tizhout Lamm ar Maesaer dre an heuliad 2. ... Mc6 — 3.Fc4 Fc5?? — 4.Dxf7#, met aes eo d'an tu Du chom hep bezañ paket.
Unan wan eo Digoradenn Napoleon rak re abred e kas an Damez, a c'hall bezañ taget aes ; keit ha ma chom en f3 e vir ouzh Marc'heg ar Roue a vont d'an emgann war-du kreiz an dachenn.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Napoleon vs'. "An Turk", Kastell Schönbrunn, Vienna, 1809. Kavet : 17/04/2022.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Murray, H.J.R. (1913). A History of Chess' — The Original 1913 Edition. New York : Skyhorse Publishing, 2015 (ISBN 978-1-63220-293-2)
- ↑ (en) Winter, Edward (1998). 'Napoleon Bonaparte and Chess'. Kavet : 17/04/2022.