Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall e 2022

Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall 2022 a vo e miz Ebrel 2022 evit dilenn prezidant ar Republik c'hall evit pemp bloaz dre ar votadeg unanv gant div dro.

Daouzekvet dilennadeg ar prezidant eo er Pempvet Republik c'hall. D'an 10 a viz Ebrel 2022 e oa an dro gentañ, hag aozet a vo an eil tro etre an daou zen erruet da gentañ d'ar 24 a viz Ebrel 2022. Goude an dilennadeg-se e vo aozet dilennadegoù ar gannaded e miz Even.

A-raok an dilennadeg kemmañ

Emmanuel Macron (LREM) eo ar prezidant kimiader, mont a ra war ar renk evit un eil leuriadur, hervez m’eo aotreet gant ar Vonreizh. Daouzek den zo war ar renk.

Tro gentañ kemmañ

35 923 727 den o deus votet diwar 48 747 876 (26,31% a zo chomet hep votiñ)[1].

Anv Strollad politikel Luc’hskeudenn Titouroù Disoc’h[1]
mouezhioù % enskrivet % eztaolet
Emmanuel Macron La République En Marche !   Prezidant ar Republik c’hall abaoe 2017 9 784 985 20,07 27,85
Marine Le Pen Rassemblement National   Diazezerez ar Rassemblement national. Aet d’an eil tro e dilennadeg 2017. 8 135 456 16,69 23,15
Jean-Luc Mélenchon La France insoumise   Diazezer La France insoumise. 7 714 574 15,83 21,95
Éric Zemmour Reconquête   Diazezer Reconquête. 2 485 757 5,10 7,07
Valérie Pécresse Ar Republikaned   Prezidantez rannvro Enez-Frañs 1 679 359 3,44 4,78
Yannick Jadot Europa Ekologiezh Ar Re C'hlas   Dilezet en doa an dilennadeg e 2017 da skoazellañ Benoît Hamon 1 628 249 3,34 4,63
Jean Lassalle Résistons   Diazezer Résistons 1 101 643 2,26 3,13
Fabien Roussel Strollad Komunour Gall   Sekretour broadel ar Strollad Komunour Gall 802 588 1,65 2,28
Nicolas Dupont-Aignan Debout la France   Diazezer Debout la France. Dibabet evel kentañ ministr gant Marine Le Pen e 2017 goude an dro gentañ. 725 305 1,49 2,06
Anne Hidalgo Strollad sokialour   Maerez Pariz 616 614 1,26 1,75
Philippe Poutou Strollad nevez enepkevalaour   Aet a oa 1,09% eus ar mouezhioù gantañ e 2017 268 965 0,55 0,77
Nathalie Arthaud Stourm Micherour   Mouezh aotreet Stourm Micherour 197 141 0,40 0,56

Eil tro kemmañ

Addilennet a voe Emmanuel Macron (58,54% eus ar mouezhioù eztaolet) a-enep Marine Le Pen (41,46% eus ar mouezhioù eztaolet)[1]. 28,01% eus an dud a zo chomet hep votiñ.

Daveoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Élection présidentielle 2022. Ministrerezh an Diabarzh (Ebrel 2022).