Dilhad-korf merc'hed

Dilhad-korf merc'hed, pe lienaj-merc'hed, pe lienerezh, eo an anv hollek a vez graet eus an dilhad a vez gwisket gant ar merc'hed war o c'hroc'hen, a-wechoù dindan an dilhad all.

Dilhad-dindan evit ar merc'hed

E danvezioù tanav e vezont graet bremañ, aes da gannañ, broderezh ha dantelezh enne.

E-pad pell en deus talvezet ar ger dilhad-dindan da aroueziñ dilhad-dindan ar merc'hed nemetken, abaoe ar bloavezioù 1990 avat ez eus dilhad-dindan evit ar baotred ivez.

Hiziv an deiz e vez dilhad-dindan brav hag aes da implij. Ur mad beveziñ eo, ha pouezus eo e bed ar c’hiz. Gallout a ra an dilhad-dindan bezañ dous, skañv, treuzwelus pe c’hoazh seizennek. Un doare da hoalañ e c’hall bezañ ivez, koulz evit ar baotred hag ar merc'hed. Diskouez ar pezh a vez kuzhet ha kuzhat ar pezh a vez diskouezet a zo unan eus perzhioù an dilhad-dindan.

Fardañ dilhad-dindan

kemmañ

Ne vez ket aes fardañ dilhad-korf evit ar merc'hed. Etre 15 hag 20 gwienn zisheñvel (naturel pe sintetek) a vez implijet, hag etre 15 ha 30 tamm disheñvel (skoazigelloù, framm, skrafennoù, dantelezh, broderezh, kinkladurioù...). Fardañ ur vrennidenn a c’hall padout neuze etre 9 hag 20 munutenn.