Dinamit
N'eo ket holloueziadurel ar pennad-mañ. Pe re dreut eo an danvez anezhañ, pe ez eus ennañ traoù ha n'emañ ket o lec'h en un holloueziadur. Gallout a rit labourat d'e wellaat. |
An dinamit zo un danvez-tarzh fardet diwar nitroglikerin. Ijinet e oa bet gant ar c'himiour hag ijinour svedat Alfred Nobel e Geesthacht, ha breouataet e 1867. Buan e oa deuet da vezañ implijet dre ar bed a-bezh dre ma oa kalz izeloc'h dañjerioù e implij evit na oa re an nitroglikerin dourennek pe ar poultr-kanol zoken.
Iskevrennad eus | improvised weapon, composite material, Danvez-tarzh |
---|---|
Dizoloer pe ijiner | Alfred Nobel |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1867 |
Lec'h produiñ | Hamburg |
Gerdarzh
kemmañEus ar ger gresianek δυναμις (dunamis), a dalv kement ha "galloud" ma oa bet ouzhpennet al lostger svedek '-it' outañ.
Istor
kemmañAn nitroglikerin a oa bet krouet ha gwerzhet gant embregerezh Alfred Nobel dindan e stumm dourennek. Met ken dañjerus e oa ma oa bet difennet buan-buan ober gantañ en Europa.
E 1866 e kavas Alfred Nobel an doare d'e veskañ gant Kieselguhrs (poultrenn Diatomées) ha d'e stummañ e bizhierigoù lakaet e-barzh paper. D'ar 25 a viz Du 1867 e varilhas Alfred Nobel ur breou diwar-benn e gavadenn.
E gwirionez e c'heller meskañ dourenn an nitroglikerin gant elfennoù all evel ar silikiom, ar soufr, an nitrat sodiom pe reoù all.
Dre e vreou e c'hounezas Alfred Nobel arc'hant forzh pegement, ar pezh a voe gouestlet d'ar priz Nobel da c'houde. Mirout a rae spis e zizoloadenn diouzh an dud a klaske laerezh formulenn an dinamit dioutañ dre glask ober unan beuzheñvel.
D'an 3 a viz Gwengolo 1864 e voe un darzhadenn ramzel en uzin sevel dinamit Nobel. 5 a dud a voe lazhet e-touez anezho breur yaouankañ Alfred Nobel, Emil Oskar Nobel.
Bizhier dinamit
kemmañAn dinamit a gaver e stumm bizhier 25 cm o hirder ha 3 cm o zreuzkiz, met kargelloù 5cm o zreuskiz hag 1 kg o fouez eo a vez implijet an aliesañ.
Kalz nebeutoc’h a riskl zo gant bizhier eget gant an nitroglikerin pe ar poultr-kanol, rak ar bizhier ne darzhont nemet dre vroud un tarzher.
Gant an amzer pe an endro e c’hell bezañ skarzhet kuit an nitroglikerin diouzh ar vazh hag neuze dont da vezañ dañjerus, setu perak ne vez mui implijet war ar chanterioù hiziv an deiz.
An implijoù
kemmañDomanioù pennañ implijoù an dinamit a zo bet ar saverezh, ar c’horvoerezh kailh hag an dismantrerezh. E-pad ar greanteladur, un ezhomm bras a danvezhioù tarzh evit ar mengleuzerezh pe evit ar saverezh riboulioù ‘zo bet. Hogen,danvezioù-tarzh nevez ha teknikoù all o deus kemeret plas an dinamit. Abaoe pell n’eo ket mui kenwerzhet.
Implijet eo bet ivez an dinamit er brezelioù-kuzh pe get.
Implijet eo ivez an dinamit evit tabutoù (?) armet. Torfedourien 'zo a zo bet harpet gant ar c’hoant digeriñ kofroù-kreñv, dre ar c’hoant-se int deuet a-benn da dennañ nitroglikerin diouzh bazhennoù dinamit o lakaat anezho da virviñ.
Implijet eo bet an dinamit e-pad pell gant ar speleogourien evit pratikañ distankañ korzennoù pe touligoù nann-treantus gant an den. Tamm-ha-tamm, ar pleustr ‘zo aet war-zu danvezioù-tarzh dedennusoc’h e-keñver ar buisañs hag ar volum.
Dañjerioù
kemmañEvel forzh peseurt danvez tarzh ez eo dañjerus implij an dinamit. Dañjerus eo kement pa e implijer pe pa vez savet en uzinoù. Gwallzarvoudoù lies a oa bet e-pad ar sevel, an implij pe an dezougen. Ouzhpenn-se ret e eo bezañ arbennik mat evit gouzout resis pet danvez tarzh dinamit a vez ezhomm hervez an darzhadenn gortozet. Ma vez lakaet re e vez marvus an efedoù.
-
Ur vag dezougen dinamit aet d'ar strad pa voe tarzhet ar varc'hadourezh
-
Plakenn koun evit ouvrierien Indez-Sina marvet pa voe tarzhet an uzin produiñ dinamit e Paulilles e-pad ar C'hentañ Brezel-bed
-
Tarzhadenn ar Murray Hill Hotel cafe e kêr New-York e-pad labourioù ar metro. 5 a dud a voe lazhet, 3 en hotel, re a zinamit a oa bet prientet.