Dionysios Halikarnassos

Dionigi di Alicarnasso.jpg

Dionysios Halikarnassos (henc'hresianeg : Διονύσιος Dionýsios), ganet a-raok -53 en Halikarnassos marvet goude ar bloaz -8, a oa un istorour gresian.

E vuhezAozañ

Ganet e oa a-raok -53, bloaz troiad-vrezel Crassus enep ar Barted. E -30 pe -29, pa oa yaouank a-walc'h c'hoazh, e teuas da Roma, ma lavaras eo dezhi e tlee e zeskadurezh (παιδεία). Eno e tarempredas ur gevredigezh tud desket, anezho Gresianed o chom e kêr-benn an Impalaerezh, evel Caecilius Calactensis, Demetrius Magnesia, Zenon ar Gramadegour, Ammæus, hag all.

Istor HenromaAozañ

Brudet eo e oberenn veur Istor Henroma (Ῥωμαϊκὴ Ἀρχαιολογία Rhōmaïkḕ Arkhaiología). En oberenn orin e oa ugent levr adal deroù mojennel Roma (Italia rakroman, el levr I goude ar rakskrid, § 9-90) betek deroù ar c'hentañ brezel punek (264 kent JK).