Jos-Pêr ar Braz

stourmerien bolitikel
(Adkaset eus Dirlemm)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Jos-Pêr ar Braz
Jos-Pêr ar Braz
Alias Dirlem
Yann Brezal
Ganet 8 a viz Du 1889
An Drev-Nevez (Bro-Leon Bro-Leon)
Marvet 8 a viz Gwengolo 1915
Vienne-le-Château (Marne)
Broadelezh Brezhon
Micher Skrivagner

Jos-Pêr ar Braz (anv ofisiel : Joseph-Pierre Le Bras), lesanvet Dirlem, ha Yann Brezal e anv-pluenn, a oa bet unan eus ar stourmerien bolitikel gentañ o deus graet gant ar brezhoneg evit displegañ o mennozhioù politikel.

Bered soudardel Gall-Alaman Maissin gant plakenn koun Jos-Pêr ar Braz hag ur c'halvar eus ar XVIvet kantved degaset eus An Treoù-Leon

Ganet e oa bet e Kerdevez, en Drev-Nevez e Bro-Leon, d'an 8 a viz Du 1889, ha lazhet e oa bet d'an 8 a viz Gwengolo 1915 e-kerzh Brezel 1914-1918 e Vienne-le-Château, e-kichen Bar-le-Duc (Marne)[1].

Degaset e voe Jos-Pêr ar Braz d'an Emsav gant Klaoda ar Prad, skolaer e Landivizio, skrivagner ha brogarour. Evel skolaer en ur skol gristen e Landivizio e c'hounezas e vara adalek 1906. Dastum a reas sonioù ha gwerzioù e tolead Logeginer-Plouziri ken e voe loreet e kenstrivadeg ar Bleun-Brug e Kastell-Kêryann e 1907.
E 1914 e voe anvet diwar e c'houlenn da vestr-skol publik e Plougin.

Ar C'hentañ Brezel-bed kemmañ

Enskrivet e Brest e 1914, en 48vet rejimant troadegiezh, kaset e voe d'ar brezel diouzhtu hag e voe lazhet e-kichen Bar-le-Duc d'an 8 a viz Gwengolo 1915. Tizhet en doa ar renk a gaporal.

Bez' ez eus ur blakenn-goun vrezhonek e Maissin (Belgia) gant Jos-Pêr ar Braz. Lenn a reer warni :

 

Ar prezeger gwella, hep mar, eo er maro
rak e vouez a zo don! selaou, den kalonek,
laret a ra bezan bretoned karantek.
keneil, demp alies da welet ar bezio.
Jos-Per AR BRAZ (Dirlem) 1889-1915


Ar broadelour kemmañ

Jos-Pêr ar Braz a gemeras perzh e savidigezh Strollad Broadelour Breiz ; skrivañ a reas ivez e-barzh kelaouenn ar Strollad, Breiz Dishual, dindan an anv-pluenn Yann Brezal. E-barzh kelaouennoù all ez embannas pennadoù brogar all, e Kroaz ar Vretoned dindan an anv-pluenn Dirlem hag e Brug dindan al lesanv Bruger.

Komz plaen kemmañ

Jos-Pêr ar Braz
  • 1910 : Dizro !..., L'Écho du Finistère
  • 1910 : Kousk, babig !, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Hunvre eur Bugel, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Itanvez ar mortolod, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Moustrerig, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Da Bariz !, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Ar rozen falc'het, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Eun nosvez nedeleg, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Karantez divarvel, L'Écho du Finistère
Yan Brezal
  • 1910 : Eur rendael en tiegez, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Nedeleg Jobig, L'Écho du Finistère
  • 1910 : Al lonkad diveza, L'Écho du Finistère
  • 1911 : Traou ha traou all, L'Écho du Finistère

Levrlennadur kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ