Distrigoù Israel

Wikimedia roll

C'hwec'h distrig a zo en Israel. Graet e vez mehozot (מחוזות; unander : mahoz) anezho en hebraeg. Ouzhpenn ez eus pemzek isdistrig (nafot, נפות; unander : nafa). Kement isdistrig a zo a zo rannet e 50 rannvro naturel.

Israel : stankder ar boblañs er rannvroioù, isdistrigoù ha distrigoù

Diazezet eo sifroù ar pennad-mañ war labour Burev Kreiz Stadegoù Israel, se zo kaoz e kaver ennañ an holl lec'hioù dindan lezenn Israel, tiriadoù aloubet en o zouez. Kavout a reer neuze isdistrig ar Golan hag ar peder rannvro naturel a zo ennañ, daoust ma n'eo ket anavezet evel tiriad israelat gant ABU hag ar gumuniezh etrebroadel. Heñvel eo evit a sell ouzh Jeruzalem : kemeret eo bet poblañs reter Jeruzalem e kont. N'eo ket lakaet Tiriad Judea ha Samaria e-touez distrigoù Israel avat, rak el lodenn-se eus Sisjordania ne vez ket lakaet lezennoù Israel da dalvezout.

Distrig Jeruzalem

kemmañ

Distrig Jeruzalem (Mehoz Yerushalayim). Poblañs: 907 300

kêrbenn an distrig : Jeruzalem[1]

Distrig an Norzh

kemmañ

Distrig an Norzh (Mehoz HaTzafon). Poblañs: 1 241 900

kêrbenn an distrig : Nazaret

  • Safed (isdistrig), poblañs: 100,500
  • Kinneret (isdistrig), poblañs: 100,300
  • Yizre'el (isdistrig), poblañs: 444,400
  • Akko (isdistrig), poblañs: 555,300
  • Golan (isdistrig)[2], poblañs: 41 400. An hanter anezho a zo Syrianed, an hanter all a zo trevadennerien israelat[3].

Distrig Haifa

kemmañ

Distrig Haifa (Mehoz Heifa). Poblañs: 880,700

kêrbenn an distrig : Haifa

  • Haifa (isdistrig), poblañs: 529 300
  • Hadera (isdistrig), poblañs: 351 400

Distrig Kreiz

kemmañ

Distrig Kreiz (Mehoz HaMerkaz). Poblañs: 1 770 000

Kêrbenn an distrig : Ramla

  • Sharon (isdistrig), poblañs: 389,600
  • Petah Tikva (isdistrig), poblañs: 604,600
  • Ramla (isdistrig), poblañs: 282,800
  • Rehovot (isdistrig), poblañs: 493,000

Distrig Tel Aviv

kemmañ

Distrig Tel Aviv (Mehoz Tel Aviv). Poblañs: 1 227 900

Kêrbenn an distrig : Tel Aviv

Distrig ar Su

kemmañ

Distrig ar Su (Mehoz HaDarom). Poblañs: 1 201 200

Kêrbenn an distrig : Beersheba

  • Ashkelon (isdistrig), poblañs: 456 000
  • Be'er Sheva (isdistrig), poblañs: 565 300

En distrig e oa Kuzul Rannvro Hof Aza (ennañ war-dro 10 000 trevadenner israelat), met kuit ez ejont pa gasas Israel e bolitikerezh kuitaat Bandenn Gaza.

Tiriad Judea ha Samaria

kemmañ

Tirirad Judea ha Samaria (Ezor Yehuda VeShomron). Poblañs: 327 750 trevadenner israelat

Kêr vrasañ Israel: Modi'in Illit

Evel-se ez eo renket an trevadennoù israelat (estreget Reter Jeruzalem) e Sisjordania. Abaoe 1967 emañ an tiriad-se dindan ren Israel, hep bezañ staget outañ. Hervez Israeliz zo ez eo ul lodenn eus Douar Israel. N'eo gwelet evel ul lodenn eus Stad Israel gant Stad ebet, na gant ABU.

Notennoù

kemmañ
  1. En distrig emañ an tachennoù bet gounezet e-pad Brezel ar C'hwec'h Devezh e 1967
  2. Aloubet e-pad Brezel ar C'hwec'h Devezh (1967), an aloubiñ-se n'eo ket anavezet gant Stadoù all
  3. Regions and territories: The Golan Heights, BBC, 10 a viz Eost 2010, http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/country_profiles/3393813.stm


Liammoù diavaez

kemmañ