Divellkeineg
(Adkaset eus Divellkeineged)
Un divellkeineg (liester: divellkeineged) a zo ur seurt loen ha n'en deus mell-kein (gwalenn-gein) ebet. Ar c'hontrol eus ur mellkeineg eo eta. Kement loen ha n'eo ket ur mellkeineg (e-touez ar mellkeineged e kaver ar pesked, ar stlejviled, an divelfenneged, an evned, ar bronneged) a zo un divellkeineg.
Divellkeineg
Iskevrennad eus | loen |
---|---|
Anv skiantel | Invertebrata |
Renk taksonomek | talvoud ebet |
Takson uheloc'h | loen |
Studiet gant | invertebrate zoology |
Tikedenn Stack Exchange | https://biology.stackexchange.com/tags/invertebrates |
Enebet ouzh | Vertebrata |
Ar skourradoù pennañ enno loened divellkeinek a zo:
- Annelida: leoged, buzhug, gelaouenned...
- Arthropodaed: kevnid, krestenneged, amprevaned...
- Brachiopoda: kregin 'zo
- Bryozoa: loened dour bihan, en o zouez ar c'houral
- Cnidaria: morgaoul...
- Echinodermata: stered-mor, teureug-mor...
- Blotviled: gastropoded (melc'hwed...), cephalopoda, daougleureged...
- Nematoda:
- Porifera: spoue
- Platyhelminthes: preñved
- Rotifera: loened bihan hag a vez kavet er poulloù dour chag
- ...18 skourrad all a zo, bihanik a-walc'h.