Kazel
(Adkaset eus Divgazel)
Ar gazel eo al lodenn eus ar c'horf dindan ar vrec'h, stok ouzh ar bruched. Pep den en deus divgazel.
Blev
kemmañBlev a gresk aze da vare ar gaezouregezh, ha tud zo, merc'hed dreist-holl, a gav gwelloc'h touzañ ar blev-se. Brudet eo ivez da vezañ unan eus lodennoù ar c'horf a daol c'hwezh fall. Gant skoazell ar bruderezh e vez gwerzhet a bep seurt dourennoù c'hwezh-vat da flistrañ dindan ar c'hazelioù evit lazhañ ar c'hwezhioù displijus.
Kazel ha kazeliad
kemmañAlies e vez douget traoù dindan ar gazel, a vez lavaret. A-wechoù e lavarer ur gazeliad eus ar c'hementad traoù douget. Tud zo a blij dezho pourmen daou-ha-daou, kazel-ha-kazel.
Kazel-gê
kemmañBezañ dindan gazelge, pe dindan gazel-gê, a zo bezañ sordet ha dic'houest da fiñval.