Dizalc'hiezh

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An dizalc'hiezh eo stad ur vro pe ur vroad a zo he foblañs pe un darn anezhi, oc'h ober he mad eus an emrenerezh, hag ar riegezh peurvuiañ, war he ziriad. Evit un den, sklaverezh pe sujidigezh eo ar stad kontrol, evit un tiriad, bezañ tiriad sujet eo. Devezh an dizalc'hiezh a vez lidet e koun an deiz m'eo bet dishualet ar vroad diouzh nep stumm naskoù trevadennerezh, da lavaret eo pa ne voe ket mui posubl d'ur vroad estren emellout ouzh savadur e gevredigezh riek.
Evit un den, e riegezh a c'hell bezañ keñveriet gant e frankdivizout hag e dieubidigezh gant e emvasterezh.

Termenadur an dizalc'hiezhAozañ

Breudoù a vez evit digejañ an dizalc'hiezh gounezet gant un tiriad diouzh an dispac'h pa z' eus anv eus ar feulster reizhwiriek a ve da implij evit mont da vezañ riek. Peurvuiañ na ya ket al luskadoù dispac'hel pelloc'h eget adkempenn ar galloudoù hep klask digaezhadur pe demokratekadur diabarzh an tiriad.
Setu perak e vez graet un diforc'h pa gomzer eus Brezel dieubidigezh Mec'hiko (1821) ha Dispac'h Mec'hiko (1910), dezhañ diwezhañ meur a beg sokial hag armerzhel, ha pa voe an disoc'h dindan furm ur vonreizh nevez. Koulskoude e vez deskrivet brezelioù dieubiñ evel dispac'hoù (Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet, dizalc'hiez Mongolia ha Finland krouet diwar degouezhioù an Dispac'h Sina ha re Dispac'h Rusia a-getep).
E-touezh an abegoù niverus a c'hell broudañ un tiriad, ur proviñs pe ur Stad kevredet da glask e riegezh e kaver d'an aliesañ hini ar santad bezañ tretet gant disingalded e-keñver rannoù all ar Stad gant ar galloud kreiz.
An dizalc'hiezh a c'hell bezañ gounezet diwar dibunadegoù habask (Luskad dieubiñ India e 1947), pe diwar ur brezel dieubidigezh broadel (Brezel Aljeria e 1954-1961).
Pa 'z eus ezhomm eus anzavadur ar Stadoù all e chom en entremar savias tiriadoù dizalc'h zo pa ne fell ket ur bochad Stadoù anzav an dizalc'hiezh (Kosovo en deus diskleriet eo dizalc'h e 2008, hep kaout an anzavadur etrebroadel).



Sellit ivezAozañ