Dmitri Zelenin
Dmitry Konstantinovich Zelenin (rusianeg: Дми́трий Константи́нович Зеле́нин ; Lyouk, 21 Here(J) / 2 Du(G) 1878 – Leningrad, 31 Eost 1954) a oa ur yezhour hag un etnografour.
Ganet e oa en ur gêriadenn anvet Udmurt nepell diouzh Sarapul en Oudmourtia, e-lec'h ma oae dad beleg. Mont a reas da skol ar veleien e Vyatka ha da c'houde e Skol-Veur Dorpat. E 1915 e roas kentelioù war an doareoù da gaozeal slaveg e Skol-Veur Petrograd. Diskouezet en deus e oa peder rannyezh e lodenn reter ar slaveg diwar diforc'hioù dister.
E penn-kentañ an XXvet kantved en doa lakaet en e benn dastum marvailhoù ha kontadennoù el lec'h ma oa bet ganet hag e hanternoz ar Menezioù Oural. Vladimir Propp a savas ul levr diwar dastumadegoù D. Zelenin da ziskouez penaos e oant savet. An den kentañ e voe o lavaret petra e oa ster "ar re varv lous" e folklor ar broioù slav.
E 1927 e oa bet embannet, gant Max Vasmer, labour brasañ D. Zelenin : Russische (Ostslavische) Volkskunde.
Bet eo bet o chom e C'harkiv en Ukraina etre 1916 ha 1925 hag o kelenn er skol-veur eno. Sikouret en deus staliañ Mirdi Istor C'harkiv. E 1925 e labouras e Skol-Veur Leningrad hag evit Mirdi Kunstkammer.