Dmitriy Ivanovitch Mendeleyev pe Mendeleev (ruseg : Дмитрий Иванович Менделеев) a zo bet ganet d'an 8 a viz C'hwevrer 1834 e Tobolsk (Rusia) hag aet da Anaon d'an 2 a viz C'hwevrer 1907 e Sant-Petersbourg (Rusia).

Dmitriy Mendeleyev e 1897
Mendeleyev

Brudet eo evit e labour war renkadur modern an elfennoù kimiek : bet embannet e 1869 e oa bet anvet an oberenn-se "Taolenn Mendeleyev". Lavaret en doa e c'halle an danvezioù kimiek bezañ kempennet diwar ur skouer hag a c'hellfe rakwelet galloudoù an danvezioù dianav d'an ampoent (63 elfenn hepken a veze anavezet mat). Kregiñ a reas gant ar skol-veur e 1850. Dont a reas da vezañ pennskiantour ul lise e Krimea e 1855 met distreiñ a reas da Sant-Petersbourg e 1856, bezañ tapet e ziplom gantañ er bloavezh-se. Da 25 bloaz e teuas da labourat da Heildelberg gant skiantourien evel Robert Bunsen pe Gustav Kirchhoff. Anvet e oa bet da skiantour meur e 1887.

Pa voe dizoloet an elfenn gimiek 101 he niver atomek e 1955 e voe badezet mendeleviom en enor hag eñvor dezhañ.

An deiz a hiziv e reer gant ar renkadur kempennet gant ar fizikour amerikan Glenn Seaborg kinniget e 1944 : 118 elfenn a yae d'ober an daolenn-mañ d'an 31 a viz Kerzu 2015.

Mendeleyev a oa ganet e kêriadenn Verkhnie Aremzyani, nepell diouzh Tobolsk e Siberia, an dud a oa Ivan Pavlovich Mendeleev (1783–1847) ha Maria Dmitrievna Mendeleeva (ganet Kornilieva) (1793–1850). An tad-kozh kostez an tad Pavel Maximovich Sokolov a oa ur beleg ortodoks rusian eus rann-vro Tver region. Labouret en doa evel mestr-skol ha kelenner war an arzoù, politikerezh ha prederouriezh.

Plasennoù pe objedoù a zo bet liammet gant an den pe gant e labourioù.