Dmitry Muratov
Dmitri Andreïevitch Mouratov (ruseg: Дмитрий Андреевич Муратов, ganet d'an 30 a viz Here 1961) a oa ur c'hazetenner rusian. Dindan e renerezh e teuas ar gazetenn Novaya Gazeta da vezañ brudet abalamour d'he c'helaouadennoù don diwar-benn sujedoù kizidik evel ar gouarnamant diroll ha gwallañ gwirioù mab-den.
A-drugarez d'e obererezh evit difenn frankiz ar c'hazetennoù e c'hounezas meur a c'haredon, en o zouez priz Nobel ar Peoc'h.
Buhezskrid
kemmañYaouankiz
kemmañDmitri Mouratov a oa bet ganet d'an 30 a viz Here 1961 e Kouibychev, anvet Samara hiziv an deiz. E-pad pemp bloaz e studias e Skol-veur Filologiezh Skol-veur Stad Kouibychev, ma oa sot gant ar c'hazetennoù. E-pad e studioù er skol-veur e oa kazetenner darnamzer e kazetennoù eus ar vro.
Goude bezañ studiet e Skol-veur-Stad Kouibyshev (e Skol-veur-Stad Samara en deiz hiziv), Mouratov en doa servijet en arme soviedel e-pad meur a vloaz
Kefridi kazetenner
kemmañE-kreiz ar bloavezhioù 1980 en deus kroget da labourat evel kazetenner er Volzhsky Komsomolets (« Kevre ar gomunourien yaouank eus Volzhsky »), ha goude en doa kemeret perzh er gKomsomolskaia Pravda (« Gwirionez Kevre ar yaouankiz komunour »). E 1991 e oa aet an Unaniezh soviedel war ziskar ha goude-se e oa bet lakaet strishadurioù d’ar mediaoù. Daou vloaz diwezhatoc'h e voe krouet Novaya Gazeta gant Mouratov ha kazetennerien all eus Komsomolskaia Pravda. Skoazellet e vije bet ar gazetenn pro-demokratel gant ar prezidant soviedel Mikhail Gorbatchev a oa bet roet dezhañ ul lodenn eus an arc'hant bet roet dezhañ gant ar Priz Nobel 1990. Krog e oa Mouratov da vezañ eilskridaozer e-pad ar brezel etre 1994 ha 1995 e Tchetchenia. E 1995 e teuas Mouratov da vezañ pennskridaozer. Daoust m'en doa dilezet e blas e 2017 e oa distroet d’ar post-se daou vloaz diwezhatoc’h.
Prizioù
kemmañDmitri Mouratov zo mil anavezet evit e briz Nobel ar peoc'h e 2021, met gounezet en deus prizioù all a-raok. Garedonet e oa bet Dmitri Mouratov gant prizioù e-leizh evit e labour dreistordinal war an dachenn. E 2007 e oa bet enoret gant Priz etrebroadel frankiz ar c'hazetennoù gant ar Poellgor evit gwareziñ ar c'hazetennoù, da saludiñ e galonegezh. E miz Genver 2010, gouarnamant Frañs en doa anavezet e engouestl evit frankiz ar gazetennerien en ur reiñ dezhañ urzh broadel al Lejion a enor, an enor keodedel uhelañ e Frañs. E miz Mae 2010 e oa aet d'an Izelvroioù evit resev priz ar pevar frankiz en anv an Novaya Gazeta. E 2016 e oa bet enoret gant Kevredigezh vedel ar c'hazetennoù. D'an 8 a viz Here 2021 e oa bet roet Priz Nobel ar Peoc'h da Dmitri Mouratov, asambles gant Maria Ressa. Gouestlet en deus ar priz-se da gazetennerien an Novaya Gazeta drouklazhet, en o zouez Igor Domnikov, Iouri Chtchekotchikhin, Anna Politkovskaya, Anastasia Babourova, Natalia Estemirova ha Stanislav Markelov. Ha lavarout a ra ma vije ezel eus ar poellgor Nobel e votfe evit Aleksei Navalny rak un dazont kazetenner skedus zo dirazañ