Doncaster (Yorkshire)
Doncaster zo ur gêr eus Su Yorkshire, e Bro-Saoz. Asambles gant he bannlevioù hag ar c'hêriadennoù tro-war-dro ez a d'ober Distrig Doncaster, hag a oa poblet gant war-dro 306 000 den e 2016. E kêr Doncaster hec'h-unan ez eus 189 805 den o chom. Betek 1974 e oa Doncaster e West Riding of Yorkshire. Emañ er biz da gêr Sheffield, ma'z eus un aerborzh etrebroadel.
Istor
kemmañKresket eo Doncaster el lec'h ma oa ur c'hreñvlec'h roman anvet Danum, savet er Iañ kantved war lez ar stêr Don.
Orin an anv
kemmañE skridoù latin e kaver meneg eus kreñvlec'h Danum :
- Itinerarium Antonini 4755 (Iter V) : Dano
- Itinerarium Antonini 4788 (Iter VIII) : Dano / Ano
- Notitia Dignitatum XL5 (skeudenn) : Dano
- Notitia Dignitatum XL20 (testenn) : Praefectus equitum Crispianorum, Dano
Moarvat eo kar an anv-se da anv ar stêr *Danu(n) (Don)[1].
Diwezhatoc'h ez eas an anv-se da Cair Daun ha goude-se da Don-caster :
Levrioù talvoudus
kemmañ- John Morris : Nennius. British History and the Welsh Annals. Phillimore & Co. Ltd. 1980
- A.D Mills : Oxford Dictionary of Brirish Place-Names. Oxford University Press. 1981 - 2003.