Donjon de Naheulbeuk

An Donjon de Naheulbeuk a zo, en orin, ur saga MP3 krouet gant John Lang (alias Pen Of Chaos) ha dasparzhet digoust war Internet. A-wechoù lakaet evel diazez an heulienoù son[1], lakaet eo bet e bannoù-treset hag e romant.

Ar c'hentañ lodenn a zo bet savet e muioc'h eget daou vloaz, evit un disoc'h a 15 pennad a za eus 4 da 10 munutenn pep hini, ha bruderezioù goapus lieseurt. Ar saga-mañ en deus kemmeret un doare nevez evit en em zasparzhañ, met en deus dreist-holl lañset ur gummunelezh fan e Bro-C'hall, hag o deus krouet o saga dezho.

Ar skrivagner a zo bet awenet gant Les 2 minutes du peuple gant François Pérusse evit an doare da sevel ar saga, ha gant e skiant-prenet eus ar c'hoarioù perzh met ivez gant skridoù Asp Explorer (Les Merveilleuses Aventures de Kalon)[2] evit an istor.

Al lodenn 3 a zo bet embannet an 20 a viz Even 2008 e stumm ur romant anvet Le Donjon de Naheulbeuk : la Couette de l'oubli. Al lodenn 4 a zo deuet er-maez ar 17 a viz Du 2009 dindan an anv Le Donjon de Naheulbeuk : l'Orbe de Xaraz.

Bed Naheulbeuk

kemmañ

Bed ha tudennoù ar saga a denn en un doare goapaus da tudennoù bedoù Heroic Fantasy ar c'hoarioù perzh evel Dungeons and Dragons. An harozed n'o deus ket a anv, anvet int gant o gouenn pe o c'hlasad.

Anv al lec'h a zo "Terre de Fangh". Kavet e vez un holloueziadur parodienn war al lec'hienn web.

Ouzhpenn da-se ez eo tudennoù 'zo prodiennoù tudennoù eus hollbedoù all, evel The Lord of the Rings (Saroulemale da skouer) pe Warhammer (doueed ar rouestl, da skouer), hag ivez mojennoù kozh (evel Dame Dullac). Alies, an darvoudoù a zegouezh e Fangh a zo diazezet war oberennoù droch.

Douaroù Fangh a zo savet gant lennoù ha geunoù(Anvioù e galleg evit ar c'hoarioù gêr : Lac de Zblouf, Lac Aspousser, Marécage de l'Éternelle Agonie), koadoù (Bois de Glandorn, Bois N'talamela, Forêt de Shlipak). E Norzh douaroù Fangh e vez kavet "Le Désert des Plaintes" ha "Les Collines d'Altrouille". Bez ez eus ivez "Les Terres Sauvages de Kwzprtt er gevred hag "Mer d'Embarh)

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

Ur bandennad tud a denn da tudennoù boaz c'hoarioù perzh a za d'ober ur c'hest evit adkavout delwennig un diougan hag a zo e Tourell Naheulbeuk.

Al lodenn kentañ a gont ar c'hlask eus 12vet delwennig Gladelfeurha.

Servij a raio en eil lodenn da reiñ da Gontran Théogal, majisian live 23, Urzhier erusted Swimaf. Klask a ra dont-a-benn gant an diougan da heul :

Il est écrit dans les tablettes de Skeloss que seul un Gnome des Forêts du Nord unijambiste dansant à la pleine lune au milieu des douze statuettes enroulées dans du jambon ouvrira la porte de Zaral Bak et permettra l’accomplissement de la prophétie.
Skrivet eo e tablezenn Skeloss ne c'hello nemet ur c'horig undroadeg eus Koad an Norzh o tañsal e-pad ul loar-gan e-kreiz an daouzek delwennigoù punet e kig-morc'h digor dor Zaral Bak hag aotreiñ sevenadur an diougan

An eil lodenn a gont ar veaj eus Valtordu betek Boulgourville, e davarn ar "Poney qui tousse", lec'h ma c'hortoz Gontran Théogal anezhe.

E fin an eil lodenn-se, deskiñ a reont o deus buanaet fin ar bed o werzhañ an delwennig da Théogal.

Ar romant La couette de l'oubli, hag a zo an trede lodenn, a gont ar c'hest a rankont ober evit saveteiñ ar bed diouzh ar "Couette de l'oubli" diouganet. Rankout a reont neuze tapout Théogal.

Ar romant L'Orbe de Xaraz, ar pevare lodenn, a gont penaos e choaz holl tudennoù ar gompaniunezh adkemer gant o zroioù-kaer a-benn enebiñ ouzh un enebour kozh, goude marv unan eus ar strollad.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Les sagas MP3 : le feuilleton sonore retrouve une seconde jeunesse, Micro Hebdo n°465, pennad an 22 a viz Meurzh 2007.
  2. Pajenn ar skrivagner war e lec'hienn.