Dour ha Stêrioù Breizh

Dour ha stêrioù Breizh (Eau et rivières de Bretagne) a zo unan eus ar c'hevredigezhioù ekologel pennañ a zo e Breizh.

Krouet eo bet d'ar 16 a viz Du 1969 e Karaez gant an anv "Association pour la Production et la Protection du Saumon en Bretagne et Basse-Normandie" (APPSB) gant Pierre Phélipot ha Jean-Claude Pierre. An eil a vo e penn ar gevredigezh e-pad bloavezhioù war-lerc'h. E 1983 e cheñcho anv ar gevredigezh, evit kemer hini o c'hazetenn : Dour ha stêrioù Breizh.

Krouet gant pesketaerien evit diorren an dluzhed hag an eoged e stêrioù Breizh, ec'h emdro buan ar gevredigezh war-zu difenn ar stêrioù hag an dour dre vras. Kemer a ra eta buan e blas e bed difenn an endro. Aozañ a ra chanterioù bras evit naetaat ar stêrioù da skouer.

Prezidanted Dour ha stêrioù Breizh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ