Dugelezh-veur Frankfurt
Dugelezh-veur Franfurt a oa ur stad vihan en Alamagn, adal 1810 betek 1813, dindan levezon Impalaeriezh c'hall kentañ Napoleone Buonaparte.
Istor
kemmañE 1806 e kollas kêr Frankfurt he statud a gêr impalaerel frank pa voe diskaret an Impalaeriezh santel. Savet e voe priñselezh Frankfurt ha roet da arc'heskob Mainz, Karl Theodor Anton Maria von Dalberg.
E 1810 e voe tennet priñselezh Regensburg digant Dalberg gant Napoleon , d'he reiñ da Rouantelezh Bavaria. Neuze e voe staget ar pezh a chome eus e stadig, douaroù priñselezh Aschaffenburg, Wetzlar, Fulda, Hanau, ouzh Dugelezh-veur Frankfurt d'ober Priñselezh Frankfurt.
Melestret e oa kêr gant komiserien c'hall, tra ma ranke Dalberg chom en Aschaffenburg. Aozet e oa e vije roet an dugelezh-veur, da varv Dalberg, da lezvab Napoleon, ar jeneral Eugène de Beauharnais.
-
Soudard eus Frankfurt, 1807
-
Soudard eus Frankfurt, 1809