An dulsimer zo un anv a roer da zaou venveg kerdin disheñvel-mat an eil diouzh egile : an dulsimer morzholet (hag a vez sonet gant morzholioùigoù a ya da skeiñ ouzh ar c'herdin) ha neuze "dulsimer ar menezeier" pe "dulsimer an Appalach" pe "dulsimer" hepken a vez sonet gant ur mediator pe gant an ivinoù hag a zo kar d'an épinette des Vosges. Goude bezañ peuz-ankouaet e oa bet advrudet dulsimer ar menezeier er bloavezhioù 70 gant al luskad folk, gant tud evel Gabriel Yacoub da skouer.

Dulsimeroù (menez)

An dulsimer-menez e Breizh

kemmañ

Daoust ma n'eo ket an dulsimer-menez ur benveg sonerezh eus ar vro, ez eo bet implijet gant meur a strollad brudet, en o zouez Tri Yann hag Alan Stivell (Gwelet a reer Alan Stivell o c'hoari gant un dulsimer-menez war golo e bladenn "un dewezh ba'r gêr"). Evel ar banjo ne seblant ket an dulsimer bezañ ur benveg diouzh ar c'hiz ken. Ur ral eo e welet er strolladoù breizhek (folk pe hengounel) hiziv an deiz.