Dumbo
Dumbo a zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Ben Sharpsteen (1895-1980).
Krouet e oa bet tudenn "Dumbo" gant ar skrivagnerez stadunanat Helen Aberson Mayer (1907-1999) da geñver he levr Dumbo. Embannet e 1939 e oa bet skeudennaouet an oberenn (evit ar vugale) gant Harold Pearl ma tiskoueze ennañ un olifant bihan e zivskouarn divent.
Pevarvet film bevaat ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Fantasia (e miz Du 1940) hag a-raok Bambi (e miz Eost 1942).
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Tresadennoù-bev, liv,
- Skoazellerien-sevener : Sam Armstrong, John Elliotte, Norman Ferguson, Wilfred Jackson, Jack Kinney ha Bill Roberts,
- Senario : azasaet gant Otto Englander, Joe Grant ha Dick Huemer diwar an oberenn gant Helen Aberson Mayer,
- Kevredad produiñ : Walt Disney Productions (A Walt Disney FEATURE Production),
- Produour : Walt Disney,
- Kevredad dasparzhañ : RKO Radio Pictures,
- Sonerezh : Frank Churchill (1901-1942) hag Oliver Wallace (1887-1963),
- Deiziad dont e-maez : 23 a viz Here 1941[1] e New York (Stadoù-Unanet Amerika),
- Pad : 64'.
Listenn an aktourien o devoa prestet o mouezhioù da dudennoù ar film
kemmañ- James Baskett : Crow,
- Herman Bing : The Ringmaster,
- Billy Bletcher : ur furlukin,
- Edward Brophy : Timothy Q. Mouse,
- Jim Carmichael : Crow (ur vran),
- Cliff Edwards : Jim Crow,
- Verna Felton : Matriarch / an Itron Jumbo,
- Noreen Gammill : Catty (un olifantez),
- Eddie Holden : ur furlukin,
- Sterling Holloway : an Aotrou Stork (ar c'hwibon),
- Harold Manley : Boy (ur paotr)
- John McLeish : an daneveller.