Eadbald Kent
Eadbald (hensaozneg : Eadbald) a oa roue Kent etre 616 hag e varv e 640. Mab e oa da Æthelberht ha da Bertha, unan eus merc'hed ar roue frank Charibert.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Eadbald |
Deiziad ganedigezh | 6. century |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 20 Gen 640 |
Lec'h ar marv | talvoud dianav |
Lec'h douaridigezh | St Augustine's Abbey |
Tad | Æthelberht |
Mamm | Bertha of Kent |
Breur pe c'hoar | Æthelburh of Kent |
Pried | Emma of Austrasia, unnamed queen of Kent |
Bugel | Eormenred of Kent, Eorcenberht of Kent, Eanswith |
Micher | monark |
Æthelberht en doa graet eus Kent ur rouantelezh c'halloudus e Bro-Saoz e-kerzh e ren ha bet e oa ar c'hentañ Angl ha Saoz liesdoueek o treiñ d'ar gristeniezh. Pa erruas Eadbald e penn ar rouantelezh e voe da gentañ ur giladenn evit an Iliz, dre ma oa chomet stag ouzh ar relijion liesdoueek ha ne cheñchas relijion nemet goude bloaz d'an nebeutañ pe goude 8 vloaz hepken hervez ar mammennoù. Troet e oa da gristen ha badezet gant Laurentius pe Justus. Dizimeziñ a reas diouzh e gentañ gwreg a oa ivez e lezvamm, dre bouez an Iliz. Eil gwreg Eadbald, Emma, a vije bet ur briñsez Frank. Daou vab o doa bet, Eormenred hag Eorcenberht, hag ur verc'h, Eanswith.
Gwelet ivez
kemmañ
En e raok Æðelberht I |
Roue Kent |
War e lerc'h Æðelwald |