Æbbe pe Ebba, lesanvet ar Yaouankañ, zo ul leanez ha merzherez saoz hag a vije marvet d'an 2 a viz Ebrel 870 e prioldi Coldingham, e Bro-Skos, petra bennak ma n'eur ket sur e vije bet anezhi ervat.

Leanez e oa en abati Coldingham, ha troc'het he dije he fri hag he muzell uhelañ evit dizarbenn ar breizherien viking a glaske he gwallañ, ma voe heuliet he skouer gant al leanezed all. Gwallet ne vije ket bet, met marvet e vije e tangwall an abati.

Kentañ ma voe meneget Æbbe a voe gant daou gronikour eus an XIIIvet kantved, Matthieu Paris, en e Chronica Majora ha Roger de Wendover en e Flores Historiarum. Dre ma n'eus meneg ebet anezhi e skrid ebet a-raok ne gred ket an istorourien e vije gwir an istor.