Ebel Elektrik
Un triad blues-rock psikedelek ha brezhonek eo Ebel Elektrik. Krouet eo bet e miz Kerzu 2016 gant Florian Ebel, kaner ha gitarour, Basile Tuauden a son ar gitar boud ha Germain Velut a son an taboulinoù. Awenet eo ar strollad gant sonerezh ar bloavezhioù 1960-1970, gant sonerion pe strolladoù evel Rory Gallagher, Wishbone Ash, Led Zeppelin, Pink Floyd pe Soft Machine da skouer.
Aet eo an eil plas gante er SUNS Europa (doare Eurovision ar yezhoù minorel) e Bro Italia e miz Kerzu 2017 m'o doa sonet evit Breizh hag evit ar brezhoneg.
Istor ar strollad
kemmañFlorian Ebel ar c'haner a oa krog da zeskiñ brezhoneg pa oa 20 vloaz. En deiz a hiziv ez eo e Master II war ar Brezhoneg e skol-veur Roazhon II. Ar strollad Ebel Elektrik a zo bet krouet e dibenn ar bloavezh 2016, gant ar soñj diskouez ne gav ar brezhoneg skoilh ebet er sonerezh a-vremañ, er blues-rock pergen[1],[2].
Ar strollad
kemmañ- Florian, eus an Oriant, gitar ha kan
- Germain, eus Roazhon, taboulinoù
- Basile, eus Sant-Brieg, gitar boud[3]
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/lorient-56100/le-breton-une-langue-tres-rock-n-roll-5454260
- ↑ http://www.letelegramme.fr/morbihan/lorient/rock-ebel-elektrik-represente-la-langue-bretonne-en-italie-07-12-2017-11770609.php?utm_source=rss_telegramme&utm_medium=rss&utm_campaign=rss&xtor=RSS-21
- ↑ http://www.letelegramme.fr/cotes-darmor/dinan/au-labo-ebel-elektrik-en-residence-pour-mieux-revenir-20-09-2017-11670227.php#UOhPhteXFMWfLSKW.99