Edmond Halley gant ur chema eus Teorienn an Douar toull.

Edmond Halley

kemmañ

Edmond (pe Edmund) Halley (bet ganet d’an 8 a viz Du 1656 e Londrez, marvet d’ar 14 a viz Genver 1742 e Greenwich) a oa ur steredoniour hag un ijinour saoz.

Ijinour ha skiantour barrek war meur a zanvez, anavezet eo dreist-holl evit bezañ dizoloet prantad steredenn-lostek 1682, roet en deus 76 bloaz dezhañ. P’eo deuet en dro ar steredenn e 1758, eo bet roet an anv Halley dezhi. Unan eus an nebeud stered n’o deus ket anv an dizoloer eo houmañ.