Edward Woodville, Lord Scales

Sir Edward Woodville, marvet d'an 28 a viz Gouhere 1488, a oa un ezel eus ar familh Woodville. Bev e oa chomet e-pad ren Richarzh III pa oa bet lazhet kalz tud eus e familh pe kamaladed dezhañ e-kerzh ar stourm goude marv e vreur-kaer Edouarzh IV. Harluet gant Henry Tudor, harpet en devoa anezhañ evit kemer an tron. Goude-se eo e voe roet dezhañ an titl Lord of the Isle of Wight; an den diwezhañ eo a zougas an titl-se.

Skoed ardamez Sir Edward Woodville, Lord Scales

Ur soudard barrek ha birvidik e oa, lesanvet "ar marc'heg kantreer diwezhañ" dre ma oa douget da veizad ar marc'heg ampart. Kemer a reas perzh e meur a ergerzhadenn brezel. Mervel a reas en Emgann Sant-Albin-An-Hiliber e-pad un ergerzhadenn c'hwitet evit harpañ an Dug breton Frañsez II.

Woodville a voe graet Lord Scales anezhañ goude marv e vreur Anthony Woodville, Eil kont Rivers, en devoa bet douaroù ar bariezh Scales dre hêrezh. Graet e vez Aotrou Scales anezhañ en dielloù spagnolek ha brezhonek, padal biskoazh ne voe anvet da varon ez-ofisiel.

Marv e Breizh kemmañ

E 1488, Dug Breizh en doa goulennet sikour digant ar roue saoz Herri VII evit talañ ouzh un aloubadeg c'hall da zont. Ar roue Herri en devoa klasket kavout un emglev en aner. Edouarzh IV en doa goulennet aotre ar roue evit sevel un nerzh sikour d'ar Vretoned. Ar roue ne oa ket gwall droet gant ar soñj, Edouarzh en devoa dastumet soudarded war Enez Wight. Deuet e oa a-benn da gaout etre 400 ha 700 gwareger gant 40 nobl. Dilestret e oa gant ur vag e Sant-Maloù, preizhet en doa ur vag gall e-keit-se.

Pennadoù kar kemmañ