Edward an Henañ

(Adkaset eus Edward the Elder)
Ur pennad Edouarzh zo ivez.
Ur pennad Edward zo ivez.

Edouarzh an Henañ, pe Edward the Elder e saozneg, pe Eadweard Cyning e hensaozneg (war-dro 874924), a oa roue an Angled ha Saozon adal 899 betek e varv.

Edward the Elder taolennet en XIIIvet kantved

Ren a reas goude marv e dad Alfred Veur e 899. Kemer a reas reter ar Midlands hag East Anglia diwar-goust an Daned e 917, ren e Mercia adal 918 goude marv e choar Æthelflæd.

Pa varvas e dad Alfred Veur, en 899, e rankas Edouarzh talañ ouzh emsavadeg e genderv Æthelwold, a venne kemer ar gurunenn. Mervel a reas hennezh en 902, ma c'hallas Edouarzh kenderc'hel da aloubiñ bro an Danelaw gant skoazell e c'hoar Æthelflæd, a rene e Mercia ar c'hornôg gant he fried Æthelred.


Euredoù ha bugale Aozañ

Pevarzek bugel en doe, digant teir gwreg, pemp mab ha nav merc'h.

  • digant Eadgifu, merc'h da Sigehelm, ealdorman Kent , a zimezas dezhañ e 919 :
    • Edmund Iañ (marvet en 946), roue Bro-Saoz war-lerc'h e hantervreur Æthelstan, adal 939 betek 946 ;
    • Eadred (marvet en 955), roue Bro-Saoz adal 946 betek 955 ;
    • Eadburh (marvet en 960), leanez e Nunnaminster , e Winchester ;
    • Eadgifu, dimezet da Louis, priñs Akitania, dianav, qui pourrait être la même personne que l'Ælfgifu fille d'Ælfflæd, dupliquée à tort par Guillaume.


En e raok:
Alfred Veur
Roue Bro-Saoz
 
899- 924
War e lerc'h:
Æthelstan