Edwin Francis Jemison
Edwin Francis Jemison, ganet d'ar 1añ a viz Kerzu 1844 hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Gouhere 1862, a oa ur soudard yaouank kengevreet en doa servijet er gompagnunezh C, 2d Louisiana Infantry, etre Mae 1861 hag e varv e-pad Emgann Malvern Hill.
Brezel diabarzh
kemmañJemison a oa emezelet d'an 11 a viz Mae 1861, e-touez ar re gentañ emezelet er brezel. Kemeret en doa perzh er Peninsula Campaign dindan urzhioù ar major jeneral John B. Magruder.
Marv
kemmañJemison a voe lazhet ouzh ar stourm d'ar 1añ a viz Gouhere 1862, e-pad Emgann Malvern Hill. Tizhet e oa bet gant un tenn kanol ha dibennet. E varv a zo bet testeniekaet e 1887 en e skrid-obidoù gant e vreur yaouankañ, Sam, memes ma oa bet ur fazi en emgannoù ha diskleriet e oa marvet e-pad Emgann First Manassas. Goude Emgann Malvern Hill, pep tu en doa beziet ar re varv war an dachenn emgann. Goude ar brezel diabarzh, aozadurioù evel an United Daughters of the Confederacy a oa distroet d'an tachennoù emgann da adkemer korfoù ar re gengevreet marvet evit reiñ dezho ur bez bravoc'h evel el lodenn kengevreet eus bered Hollywood nepell diouzh Richmond (Virginia).
Soñjal a reer ez eo tud Jemison o deus savet ur monumant e bered Milledgeville, e Georgia, lec'h ma vefe beziet. En gwirionez e seblant ez eo bet beziet nepell diouzh tachenn emgann Malvern Hill en Henrico County, e Virginia, en ur bez dianav.
Poltred
kemmañPoltred ar soudard yaouank-flamm Jemison a zo deuet da vezañ unan eus ar re vrudetañ o lakaat war-wel ar soudarded yaouank emezelet e tu ar C'hengevread pe an Unvaniezh.