An efed Streisand a zo ur fenomen, dreist-holl war ar Genrouedad, ma ra berzh ur c'heloù dre ma vez bet klasket kuzhat anezhañ dre e zilemel pe e gontrollañ. Dont a ra an anv diwar ar pezh a oa c'hoarvezet e 2003 p'he doa klasket ar ganourez amerikan Barbra Streisand mirout na vefe brudet ur skeudenn eus he c'henkiz e Malibu dre ober prosez. Ar c'hontrol a c'hoarvezas, miliadoù a dud a yeas da welet al lec'hienn ma oa ar skeudenn, p'o doa klevet ar c'heloù.

Ar skeudenn eus domani Barbra Streisand, pennorin an "efed Streisand".