Ar strollad sonerien Egin a zo bet krouet e miz Gouere 2007, e-kerzh un nozvezh en Oriant. Folk-Harmonika eo stil ar son krouet ganto .

Buhez ar Strollad

kemmañ

Savet eo bet strollad Egin en-dro d’ur soner gitar folk, Mael Guego hag un c’haner, Kaw an Davay. En ur festival e voe skrivet ar pozioù kentañ gant Kaw ha Mazhe Bergot, ur mignon dezhañ. An deiz war-lerc’h int bet bodet e ti Mael ‘vit reiñ ur son d’ar skrid. Ha Mael da gregiñ gant e c’hitar ha setu Kaw da ganañ. Kanaouenn gentañ ar strollad a voe savet er mod-se. Diwezhatoc’h hepken, e krog da vat an traoù e Lise Diwan Karaez.

Lec’hioù sonet ganto Daou ezel nevez a voe degemeret er strollad just a-raok an Taol-Lañs e 2009, Gwenole Breton ha Tomaz Laquaine-Jakez. Aet e oa ar maout gant Egin en Taol-lañs. Da c’houde e teuio Glen Merien ha Chann Bresmal, ha setu ar skipailh da c’hoari en Erer kozh, e gouel ar sonerezh e Plabenneg, e tavarnioù e Karaez, er festoù-noz e Lise Diwan Karaez, Evit Diwan 30 hag e Gouel Broadel ar Brezhoneg ‘n eus ket pell ‘zo.

An Taol-Lañs Abaoe 3 bloaz e vez aozet an Taol-lañs gant ar strollad Dazont ar Yezh ha Diwanet, ur genskrivadeg sonerezh breizhat modern. An Taol-Lañs zo bet savet evit brudañ ar c’hanaouennoù savet e brezhoneg. E 2007 deuet ar Maout gant Iwan B, kaner rap e brezhoneg, ar bloaz goude eo bet trec’h ar strollad Gimol Dru Band, sonerezeh dru (Rock’n’roll/Rap Funky ) gante, hag ar bloaz tremenet eo ar strollad Egin, sonerien folk-harmonika.

Tud er Strollad - Mael Guego, soner gitar. - Kaw an Davay, kaner. - Gwenole Breton, Perku. - Tomaz Laquaine Jakez, Harmonika . - Glen Merien, beat box & uilleann pipes. - Chann Bresmal, Kaner.