An Eil brezel karib (1795-1797) a c'hoarvezas en Enez Sant Visant za deuas bagadoù niverus a soudarded saoz da vrezeliñ ouzh un armead Karibed Du, sklaved tec'het diouzh ar yev, ha soudarded eus Bro-C'hall, a glaske lakaat o c'hrabanoù war an enezenn.

Divizout a reas ar Saozon e c'hallje ar Garibed a orin (melengroc'henet) chom en enez, hag e vije kaset ar re zu da enez Balliceaux ha goude da Bequia, en Inizi Granadinas.

Ar gouarnamant trevadennel, goude, a gasas ar garibed du da enez Roatán, hiriv en Honduras. Ar re-se, adalek o enez nevez, en em strewo a-hed ar bloavezhioù, a-hed aod Kreizamerika, adalek Nicaragua betek Belize (hag e Honduras ha Guatemala). Eno int deuet da vezañ garifuned hag o deus miret o yezh, ar garifuna.

Pennad kar

kemmañ