Ejército de Liberación Nacional

An Ejército de Liberación Nacional, ELN (Lu an Dieubidigezh Vroadel) zo ur bezen reveulzier eus an tu kleiz pellañ a gemer perzh er stourm armet kolombian. Krouet e oa bet an aozadur stourm e 1964. An ELN a zifenn ur meskaj etre an ideologiezh komunour ha teologiezh an dieubidigezh. E 2013, e oa soñjet e oa savet an nerzhioù ELN gant etre 1380 ha 3000 stourmer. Pal an aozadur eo sevel ur stad kristen ha komunour e Kolombia.

Banniel ar bezen ELN
An tad Camilo Torres gant peizanted Kolombia
2007, skol-veur broadel Kolombia. Skritell ELN o embann "Kodianañ na dieubidigezh ebet"