Ur pennad El Cobre zo ivez.

El Cobre zo ur gêr e reter Enez Kuba, e menezioù ar Sierra Maestra, e proviñs Santiago de Cuba, er gwalarn da gêr Santiago de Cuba en-eeun, savet en-dro da vengleuzioù kouevr. Hiriv eo brudet dreist-holl abalamour d'ar santual katolik d'ar Werc'hez Vari, anvet er vro Nuestra Señora de la Caridad del Cobre.

Istor kemmañ

Trevadenniñ kemmañ

Kresket eo kêr en-dro d'ur vengleuz ma voe kavet kouevr e 1532 gant ar Spagnoled a oa o klask aour. E 1670 e voe tennet ar vengleuz digant ar perc'henn gant Kurunenn Spagn abalamour ma ne rae ket war he zro ken. ha setu penaos e teuas 270 sklav da vezañ perc'henniezh roue Spagn.

Santez vroadel kemmañ

E 1916 eo deuet Gwerc'hez, El Cobre da vezañ santez vroadel Kuba hervez ur builh digant ar pab.

Monumantoù kemmañ

 
Iliz El Cobre
 
Monumant d'ar sklaved emsavet.

Liammoù diavaez kemmañ