El Jilguero de Cienfuegos
El Jilguero de Cienfuegos, pe Inocente Iznaga González (Cienfuegos, 28 a viz Kerzu 1930 – La Habana, 10 a viz C'hwevrer 2012) a oa ur c'haner poblek kuban.
Ganet e oa e kêriadenn Arimao, e kêr Cienfuegos, en un tiegezh kouerien baour. Ne ouie na lenn na skrivañ, dre ma veze atav o sikour e dud er parkeier. A-vihanik avat e oa troet gant ar sonerezh, ha kanañ a rae guajiras, sones ha guarachas. Diwezhatoc'h ec'h ijinas an Tonada de la Risa, ur stumm nevez eus ar punto cubano.