Elara (henc'hresianeg : Ἐλάρα) a zo merc'h d'ar roue Orc'homenos[1] e mojennoù Hellaz kozh.

Karet e voe gant Zeus, a rankas he c'huzhat diouzh e wreg warizius Hera, hag he lakaas dindan an douar. Eno eo e c'hanas he mab Tityos, ur ramz hag a vez gwelet evel mab da c'h-Gaia (an Douar) en abeg da se. Marvet e vefe ar vamm gaezh o c'henel he fikol mabig. Ar c'hev ma teuas Tityos e-maez anezhañ a vez graet Elarion anezhañ[2], en Enez Euboia.

Steredoniezh kemmañ

  • Unan eus loarennoù ar blanedenn Yaou zo anvet Elara.

Notennoù kemmañ

  1. Pseudo-Apollodoros, Bibliotheke (I, 4, 1).
  2. Strabon, Geografika (9. 3. 15).