Troad elativel
(Adkaset eus Elativel)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad elativel (saoz.: elative case) evit komz eus un droad-lec'hiañ a dalvez da verkañ ar fed ma vez degaset pe ma teu un dra bennak er-maez eus ul lec'h bennak.
Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù finnek-ougrek, en o zouez ar finneg, merket gant al lostger "sta/stä", an estonieg, merket gant al lostger "st" staget ouzh kelf ar genitivel, hag an hungareg, merket gant al lostger "ból/ből".
- Da skouer:
- e finneg: talo (nominativel → talosta ("eus an ti/er-maez eus an ti")
- en estonieg: maja (nominativel → majast
- en hungareg: ház (nominativel → házból