An Elbe zo ur stêr eus Alamagn, unan eus re vrasañ kreiz Europa, 1 091 km hed dezhi. E Tchekia emañ hec'h andon. Treuziñ a ra Alamagn goude hag en em deurel e Mor an Hanternoz.

An Elbe
An Elbe e-kichen Festung Königstein en Alamagn.
An Elbe hag hec'h adstêrioù.
German map of the River Elbe.

An anv

kemmañ

E tchekeg eo Labe ; en alamaneg Die Elbe; en alamaneg-izel De Elve pe Elv.


An Elbe zo bet meneget gant Ptolemeos evel Albis ("gwenn") e Germania Magna hag hec'h andon er menezioù Asciburgis (Krkonoše pe Riesengebirge pe Menezioù ramzel), ma veve ar Vandalii (Vandaled).