Electra hag Elise Avellan

Electra Amelia Avellan hag Elise Isabel Avellan (gevellezed gwir), ganet d'an 12 a viz Eost 1986, zo aktourezed venezuelat. Brudet int bet evit o rolloù "Crazy Babysitter Twins" e 2007 er film Grindhouse hag evel ar c'hlañvdiourezed "Mona and Lisa" e Machete, ur film eus 2010. Electra hag Elise o deus bet adkemeret ar rolloù-se e 2013 er film Machete Kills, un heuliad d'an hini kentañ. Ganet int e Caracas, e Venezuela. An tad zo breur da Elizabeth Avellan, ur broduerez filmoù, hag a oa bet gwreg Robert Rodriguez. Ar vamm a oa bet top-model hag aktourez. Ar gevellezed o deus pozet asambles evit golo Maxim e spagnoleg.

Ar gevellezed Avellan e 2007

Liammoù diavaez kemmañ