Elegy Written in a Country Churchyard
Elegy Written in a Country Churchyard ("Klemmgan skrivet en ur iliz er maezioù") zo ur varzhoneg saoznek savet e gant ar barzh saoz Thomas Gray (1716-1771) a-c'houde marv e vignon ar barzh Richard West.
Unan eus ar brudetañ barzhonegoù saoznek eo, gwelet evel merk deroù ar romantelezh.
Ar varzhoneg
kemmañEn ur vered emañ ar barzh o sellout en-dro dezhañ hag o venegiñ ar pezh a glev hag a wel en diabell : ar goukoug, ur labourer-douar oc'h arat.
E berr e tenn d'ur Memento mori hag e echu e doare ur c'h-Carpe diem.
Troidigezhioù
kemmañE brezhoneg
kemmañTroet eo bet an oberenn e brezhoneg e lodenn diwezhañ al levr L'ancien Vers breton, gant Emile Ernault, e rann diwezhañ al levr, titlet Deux autres poésies : "L'Elégie de Gray" ; "À la mémoire de Marguerite Philippe". E gwirionez eo teir zroidigezh zo eus klemmgan Thomas Gray :
- unan e krennvrezhoneg (adal ar bajenn 50 betek 62), e gwerzennoù,
- unan e galleg (adal ar bajenn 51 betek 63),
- unan e brezhoneg a-vremañ (adal ar bajenn 64), e gwerzennoù.
E galleg
kemmañ- Gant Marie-Joseph Chénier, e 1811,
- Gant Emile Ernault, e 1912, meneget uheloc'h.