Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An elektronik eo rr skourr eus ar fizik hag a studi an anadennoù elektronek, da lavaret eo red an elektron hag ar rannigoù all karget gant an tredan en ardivinkoù. Ur skiant rik eo hag ur c'helenn teknikel evit ijinañ ha fardañ ardivinkoù elektronek.

elektronek
skourr eus ar skiant, diskiblezh akademek, industriezh
Iskevrennad eusTeknik Kemmañ
Anv e kanaでんしこうがく Kemmañ
Studiet gantijinerezh Kemmañ
Pleustret gantelectronic equipment technician, electrical engineer, electronic engineer Kemmañ
Kod MCN9032.89.11 Kemmañ
Un ardivink elektronek

Dre m'eo techet an tredan da heuliañ ur roudad e ranker ijinañ meur a seurt roudadoù evit sevel ardivinkoù elektronek, ar pezh eo al lodenn vras eus an ijinerezh elektronek.

An implij liesañ eus ar roudadoù elektronek zo kontrolliñ, keweriañ ha dasparzhañ roadennoù en o stumm elektronikel hag ivez daskemm ar c'halloudezh tredanel. Ne c'heller ket ober an daou dra hep dinoiñ pe grouiñ maezadoù ha redoù tredanel. Dre vras e ra an darn vuiañ eus ar reizhiadoù elektronek pe gant kontrolliñ pe gant treuzkemenn.

Goude an implij eeun a veze graet eus an tredan gant ar pelleiler hag ar pellgomz eo bet mare ar roudadoù elektronek : goude hini ar skingomz e deroù an XXvet kantved, kendalc'het ez eus bet gant ijinañ ar skinwel a-raok d'an ardivinkoù elektronek aloubiñ pep tachenn er vuhez en hogosik ar bed a-bezh.
Kement a reizhiadoù a-bouez a vez kontrollet ganto ma'z eus savet aon e c'hellfe e-leizh anezho chom a-sav diwar degouezhioù dreistordinal (oberiantiz an Heol, bombezenn atomek, melloù mein-kurun...) ha lakaat buhez an dud en arvar.