Elementary (stirad skinwel)

Elementary a zo ur stirad stadunanat o tiskouez Sherlock Holmes, tudenn Sir Arthur Conan Doyle, azasaet evit ar bed a-vremañ. Krouet eo bet gant Robert Doherty. An aktourien bennañ eo Jonny Lee Miller a c'hoari Sherlock Holmes ha Lucy Liu a c'hoari Dr. Joan Watson.

Jonny Lee Miller (2012)
Lucy Liu e Festival Cannes e 2008

Ar c'houlzad kentañ a voe skignet war CBS d'ar 27 a viz Gwengolo 2012 ; an eil e miz Gwengolo 2013 ; an trede e miz Here 2014 ; ar pevare e miz Du 2015. Tremen a ra an traoù peurliesañ e kêr New York.

An istor kemmañ

Heuliañ a reer Holmes a zo o klask pareañ eus bezañ bet e dalc'h an dramm. A-raok e oa alier evit Scotland Yard ha bremañ e skoazell polis New York, an New York Police Department, en o enklaskoù. Alies e sav jeu etrezañ hag ar c'habiten Thomas Gregson (Aidan Quinn) abalamour d'an nebeud a bled taolet gantañ ouzh reolennoù an enklaskoù polis. Doujañs o deus an eil evit egile koulskoude.

Gantañ e vez an Dr. Joan Watson a oa, da gentañ, e skoazellerez evit en em zizober diouzh an dramm. Evit se en doa gopred ar surjianez bet. Deuet eo bremañ da vezañ e zeskardez war ar vicher enklasker.

Kavout a reer evel-just tudenn e enebour padus ar c'helenner Moriarty, amañ ur vaouez (Jamie Moriarty) c'hoariet gant Natalie Dormer. Tudennoù all a gaver alies evel an enseller Marcus Bell (Jon Michael Hill) ha breur Holmes, Mycroft, c'hoariet gant Rhys Ifans, a glask lakaat anezhañ da zistreiñ da Vreizh-Veur.

Liammoù diavaez kemmañ