Elesbed Iañ (Rusia)
Ielizaveta Petrovna (Елизавета Петровна e ruseg), ganet d'an 29 a viz Kerzu 1709 ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1762 (hervez an deiziadur gregorian) ; 18 a viz Kerzu 1709-25 a viz Kerzu 1761 (deiziadur juluan)), lesanvet Elesbed an Habask, a voe impalaerez Rusia eus 1741 betek 1762, gant an anv Elesbed Iañ.
Rann eus | children of Peter I of Russia ![]() |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia, Tsardom of Russia ![]() |
Anv-bihan | Elizabeth ![]() |
Anv-familh | Романова ![]() |
Titl noblañs | Emperor of all the Russias, Grand Duchess, Tsarevna ![]() |
Deiziad ganedigezh | 18 Kzu 1709 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Kolomenskoye ![]() |
Deiziad ar marv | 25 Kzu 1761 ![]() |
Lec'h ar marv | Sant-Petersbourg ![]() |
Lec'h douaridigezh | Peter and Paul Cathedral ![]() |
Tad | Pêr Iañ ![]() |
Mamm | Katelin Iañ ![]() |
Breur pe c'hoar | Anna Petrovna of Russia, Natalia Petrovna, Pyotr Petrovich, Alexei Petrovich, Tsarevich of Russia ![]() |
Pried | Alexey Razumovsky, Charles Augustus of Holstein-Gottorp ![]() |
Kompagnun(ez) | Ivan Ivanovich Shuvalov ![]() |
Familh | House of Romanov ![]() |
Yezh vamm | rusianeg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg, italianeg, alamaneg, galleg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | rusianeg ![]() |
Micher | monark, politiker, brientin ![]() |
Karg | Emperor of all the Russias, Head of the House of Romanov ![]() |
Lifestyle | Kevrinelezh ![]() |
Statud sokial | royalty ![]() |
Relijion | Eastern Orthodoxy ![]() |
Perzhiad e | Palace coup of 1741 ![]() |
Perc'henn war | Anichkov Palace ![]() |
Prizioù resevet | Order of the Black Eagle, Order of the White Eagle, Order of Saint Alexander Nevsky, Order of St. Andrew, Knight of the Order of St. Alexander Nevsky ![]() |

Buhez a-raok an tron
kemmañEil merc'h Pêr Iañ ha Katelin Iañ e oa ha ganet e Kolomenskoye, e-kichen Moskov. Dre guzh e oa euredet he zud e miz Du 1707 ha n'eo nemet e miz C'hwevrer 1712 ma voent dimezet ent-ofisiel.
Klask a reas Pêr Iañ ur pried a zeree ouzh Elesbed : soñjet e voe er roue Loeiz XV, roue Bro-C'hall, hag er priñs Karl Augustus a Holstein-Gottorp. Met familh an hini kentañ a nac'has hag an eil a varvas un nebeud deizioù goude an emglev-eured.
Brudet e oa Elesbed en abeg d'he c'hoantiz ha d'he barregezh war meur a yezh (italianeg, alamaneg, galleg), war an dañs ha war ar marc'hegezh.
Goude marv he zad e 1725 e voe renet Rusia gant he mamm ha gant Menshikov. E miz Mae 1727 e varvas Katelin Iañ ha kaset e voe Menshikov d'an harlu.
Goude ren berr Pêr II ne voe ket kinniget emglevioù-eured dezhi gant lezioù Europa gant aon da zisplijout d'an impalaerez Anna.
Taol-stad 1741
kemmañGant sikour rejimantoù gwarded Rusia e lakaas herzel ar bugel Ivan VI hag e familh e Palez ar Goañv e-korf noz ar 25 a viz Du 1741. Boled ebet ne voe tennet e-pad an taol-stad-se : le a oa bet touet gant Elesbed ne vefe ket sinet an disterañ kastiz d'ar marv e-pad he ren.
Gant aon rak distro Ivan VI, bac'het e kreñvlec'h Schlusselburg, e voe distrujet an holl deulioù a rae meneg anezhañ.
Divizet e voe ivez skarzhañ an Alamaned, brud fall warno, diouzh ar gouarnamant.
Kurunennet e voe Elesbed d'ar 25 a viz Ebrel 1742.
Hêr Elesbed
kemmañDre ma oa Elesbed dizimez ha divugel e oa ret dezhi kavout un diskoulm evit ma chomfe tron Rusia gant ar familh Romanov.
Dibab a reas he niz, Pêr Holstein-Gottorp. Dimeziñ a reas anezhañ d'ar briñsez Sophie von Anhalt-Zerbst hag a voe anvet Katelin, e koun mamm Elesbed. Bugel ar c'houblad, Paol Iañ, a voe ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1754.
En he raok Ivan VI |
Impalaerez Rusia 1741 – 1762 |
War he lerc'h Pêr III |