Elisabeth von Sachsen (1830-1912)
Ur pennad Elisabeth von Sachsen zo ivez.
Elisabeth von Sachsen (1830-1912) pe Maria Elisabeth Maximiliana Ludovika Amalie Franziska Sophia Leopoldine Anna Baptista Xaveria Nepomucena von Sachsen, pe Elisabetta di Sassonia en italianeg, ganet e 1830 e Dresden, ha marvet e 1912 e Stresa, a oa ur briñsez eus rouantelezh Sachsen. Merc'h e oa da Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), Roue Sachsen, ha da Amalie Auguste Bavaria, eus rouantelezh Bavaria (1801-1877).
Dimeziñ ha bugale
kemmañDiv wech e timezas:
- E 1850, e Dresden, da Ferdinando Savoia, Dug Genoa, (1822-1855), ha daou vugel o doe :
- ur verc'h, Margherita Maria Teresa Giovanna (1851-1926), a voe Rouanez Italia
- ur mab, Tommaso Alberto Vittorio (1854-1931).
Addimeziñ
kemmañMervel a reas he fried e 1855 e Torino ; 25 bloaz e oa an intañvez.
- E miz Here 1856 ec'h addimezas da Nicola Giuseppe Efisio, Markiz Rapallo. N'o doe bugel ebet. Un eured kuzh e voe, a-raok ma voe echu ar bloavezh kañvoù ordinal. Fuloriñ a reas he breur-kaer roue, ken e harluas anezhi ha difenn outi gwelout he bugale. Ur pennadig goude e pardonas dezhi.
E 1882 en em lazhas he fried. Hervez ar vrud e oa ur fallzimeziñ.