Elizabeth Eleanor Greatorex
Elizabeth "Lizzie" Eleanor Greatorex (New York, 1854 – Moret-sur-Loing, 1917) a oa ul livourez hag ur skeudennaouerez stadunanat.
Merc'h e oa d'al livourez Eliza Pratt Greatorex ; ha c'hoar d'al livourez Kathleen Honora Greatorex[1].
Bouzar e voe a-hed ar braz eus he buhez. Gant he mamm e teskas an tresañ hag al livañ ; poltredoù ha bokedoù e oa he zodennoù pennañ.
E 1869 ha 1870 e voe lakaet he oberennoù war ziskouez en National Academy of Design e New York, ma oa bet degemeret he mamm evel keneilez e 1868.
Klañvaat a eure p'edo o labourat en Aljer e 1881. Pa voe diglañvaet e tistroas da New York, ma ranne ur studio gant he mamm hag he c'hoar ; beajiñ gant an div a reas en-dro.
-
Portrait of Mrs. John Gellatly, ~1895
E 1917, oadet a 63 bloaz, e varvas en annez an tiegezh Greatorex e Moret-Sur-Loing.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Smithsonian American Art Museum'. Kavet : 23/10/2023.