Emboltredoù Vincent van Gogh

Wikimedia roll

Emboltredoù Vincent van Gogh zo ken brudet hag e livadurioù Troioù-Heol. Adal 1886 betek 1889 e reas ouzhpenn 12 emboltred[1].

E Pariz

kemmañ

An hini koshañ eus an emboltredoù a chom a voe graet e 1886.

 
Livour o vont d'e zevezh: Vincent van Goghwar an hent da v-Montmajour
Eost 1888 (F 448)
Eoullivadur war lien, 48 × 44 cm
Bet e Kaiser-Friedrich-Museum Magdeburg, distrujet gant un tan-gwall e-kerzh an Eil brezel-bed

Saint-Rémy

kemmañ

En holl emboltredoù graet e Saint-Rémy e weler penn an arzour eus an tu-kleiz, da guzhat an tu mac'hagnet.

Van Gogh en deus livet an Emboltred hep barv dres goude lemel e varv. Bez' ez eo unan eus Kerañ taolennoù ar bed, gwerzhet $71.5 million e 1998 e New York. D'ar c'houlz-se e oa an trede kerañ gwerzhet biskoazh.

Auvers-sur-Oise

kemmañ

Emboltred ebet ne voe graet gant Van Gogh en Auvers-sur-Oise, e-kerzh sizhunvezhioù diwezhañ e vuhez.

Notennoù

kemmañ
  1. Vincent Van Gogh - Biography, Quotes & Paintings, gwelet d'ar 14 a viz Mezheven 2007.