Emgann Aljer
E 1957 e oa bet emgann Aljer etre al lu gall ha dizalc'hourien TDB.
Pennad-digeriñ
kemmañE miz Meurzh 1955 e oa bet tapet Rabah Bitat, anezhañ penn TDB Aljer ha Abane Ramdane a dapas e blas (hennezh a oa en toull-bac'h n'eus ket pell zo c'hoazh. Berzh a reas ha levezon bras en devoe e kerbenn Aljeria.
E 1956 e tivizas Abane Ramdane et Larbi Ben M'Hidi da heul kendalc'h ar Soummam lakaat an tu pennañ d'an emgannioù e Aljer, dres pa oa kaset ar gaoz en ABU war ar reuz a oa en Aljeria.
E-keit-se e chomas bout an divizoù kuzh a oa e Beograd hag e Roma e-pad an hañv 1956 ha gouarnamant Guy Mollet (SFIO) a dorras an divizoù evit lakaat ar Parlamant da votiñ ul lezenn da reiñ galloudoù dreistordinal dezhañ evit pezh a sell Aljeria. Divizet e voe kas al lu di.
Bilañs
kemmañTrec'h e voe al lu gall war an dachenn pa implijas ar boureviañ ha modoù e-maez eus lezennoù ar brezel. Etre 1000 ha 3000 den a varvas pe voe dianket, 6 ezel eus an FLN voe serret, ha 300 soudard gall voe lazhet gant gwalldaolioù.
Ur brud etrebroadel a voe roet d'ar brezel en Aljeria.
Levrlennadur
kemmañ- Yves Courrière, La guerre d'Algérie, levrenn 1 (Les fils de la Toussaint), Fayard, 1969, (ISBN 2213611181).
- Henri Alleg, La Question, Minuit, 1958. (ISBN 2-7073-0175-2).
- Pierre Pellissier, La Bataille d'Alger, Académique Perrin, 2002 (ISBN 2-2620-1865-0).
- Benjamin Stora, Histoire de la Guerre d'Algérie, 1954-1962, la Découverte, 1993 (ISBN 270714293X).
Filmoù
kemmañ- Les Centurions (Lost Command), gant Mark Robson (1966)
- La Battaglia di Algeri, gant Gillo Pontecorvo (1966)
- La Question, gant Laurent Heynemann (1977)
- L'Honneur d'un capitaine, gant Pierre Schoendoerffer (1982)
- La Guerre sans nom, gant Bertrand Tavernier (1992)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Dielloù video Ensavadur Broadel ar C'hleweled diwar-benn emgann Aljer : http://www.ina.fr/
- (fr) Abadennoù skingomz France Inter Rendez-vous avex X :