Emgann Angaur zo bet un emgann taer war Talbenn ar Meurvor Habask e-kerzh an Eil Brezel-bed, hag a oa bet stourmet war enez Angaur en Enezeier Palao etre ar 17 a viz Gwengolo hag an 22 a viz Here 1944. An emgann-se a oa ul lodenn eus un argadenn veur anvet Oberiadur-brezel Forager a voe kaset da benn etre miz Even 1944 ha miz Du 1944, hag eus an Oberiadur-brezel Stalemate II.

Bombezadeg Anguaur

Kolloù an United States Army a oa bet 264 den lazhet ha 1354 gloazet, kolloù Lu Impalaeriezh Japan a oa bet 1350 den lazhet, 50 prizoniet.

Kenarroud

kemmañ

Angaur zo un enezenn vihan maen-raz, 4,8 km hirder, nepell diouzh Peleliu. Eno e veze tennet fosfat e mengleuzioù.
E-kreiz 1944 ez eus ur gwarnizon 1400 soudard eus Bro-Japan dindan urzhioù renerezh rannad Inizi Palao a oa en he fenn al letanant-jeneral Sadae Inoue. O difennoù dister, hag an tu a oa da sevel nijvaoù eno a rae eus ar Palao ur preizh dedennus evit ar Gevredidi o paouez kemer an Inizi Marshall. Dre ma ziouerent gobarioù douarañ avat ne c'hallent ket kregiñ un arsailh a-raok derc'hel an Inizi Mariana.

Emgann

kemmañ

Kregiñ a reas ar Gevredidi da vombezañ an enezenn gant al lestr hobregonet USS Tennessee, ha goude gant bombezerien Dauntless eus an douger kirri-nij USS Wasp adalek an 11 a viz Gwengolo 1944. D'ar 15 a viz Gwengolo, e kroge da vat emgann Peleliu.

D'ar 17 e tizouare an 81vet rannarme droadegiezh renet gant ar major jeneral Paul J. Mueller e norzh hag e su an enezenn. Muioc'h a vec'h a oa bet gant ar minoù hag ar stoc'hadennoù war an traezh evit gant enebargadoù ar Japaned. Startaat a reas an harzerezh avat a-vuzul ma'z ae an Amerikaned war-raok etrezek « ar volenn » , ur gleuzenn e-kichenn al lenn Salome, e gwalarn an enezenn, ma oa kreñvaet Japaniz.

D'an 20 a viz Gwengolo e oa taget an duchenn gant an 332vet batailhon e meur a "wagennad", met ar 750 difenner a argasas anezhe a-dugarez d'o c'hanolioù ha d'o fezhioù mortez. Koulskoude, Japaniz a veze dindan ur glavad obuzioù ha lakaeet e voent da vont du gant an naon hag ar sec'hed. Tizhet e oa an duchenn gant an Amerikaned d'ar 25 a viz Gwengolo. Kentoc'h evit en em gannañ evit kemer ar groc'hioù e stoufjont o digoroù gant tourterioù. D'an 30 a viz Gwengolo e oa kemeret an enezenn da vat.

Disoc'h

kemmañ

Nijvaoù a voe savet e-keit ha ma oa an emgann oc'h ober e reuz c'hoazh, met abalamour d'an dale a oa bet o kemer an Inizi Palao e oa diechu an nijvaoù pa oa kroget aloubadeg an Inizi Filipinez e miz Here 1944. Abalamour da se e tisklêrias an amiral William F. Halsey, Jr. e oa bet diezhomm kemer an Inizi Palao hag ar Japaned eno o doa gouzañvet kement a golloù eno ma ne vijent ket bet ur skoilh da zizouarañ en Inizi Filipinez. A-du emañ kalz istourien eus ar brezel gantañ hiziv an deiz. Hervezo ez eo ar skiant prenet en emgannoù gant an 81vet rannarme droadegiezh a oa bet ar gounid brasañ. Kaset e oa war-eeun d'en em gannañ e kombat an Enez Peleliu da harpañ ar c'hentañ rannarme Marines he doa kavet eneberezh kreñv e krec'hioù an enezenn-se.


Er sevenadur

kemmañ


    Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan