Emgann Austerlitz
Emgann Austerlitz, anvet ivez Emgann an tri impalaer, a oa bet stourmet d'an 2 a viz Kerzu 1805. Unan eus an emgannoù brasañ ha pouezusañ e Brezelioù Napoleon eo ha gwelet e vez evel trec'h bravañ Napoleon Iañ, rak an arme c'hall he devoa trec'het garv ul lu kalz galloudusoc'h, Rusianed hag Aostrianed renet gant an impalaer Aleksandr hag an impalaer Frañsez II. An emgann a oa bet stourmet nepell diouzh kêr Austerlitz en impalaeriezh aostrian (Slavkov u Brna er Republik Tchek bremañ). Emgann Austerlitz en devoa degaset ur fin trumm da Vrezel an trede kengevread, gant skrid-emglev Pressburg sinet gant an Aostrianed e fin ar miz.
Emgann Austerlitz | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Napoléon à la bataille d'Austerlitz gant François Gérard. | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Ar Trede Kengevread: Impaleriezh Aostria Impalaeriezh Rusia | Impalaeriezh c'hall kentañ | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Aleksandr Iañ Franz Iañ Aostria | Napoleon Bonaparte | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
etre 80 000 ha 90 000 | 65 000 | ||||||
Kolloù | |||||||
15 000 marvet pe gloazet
12 000 prizoniad 180 kanol steuziet 45-50 banniel kollet | Etre 1305 ha 1537 marvet
6940 gloazet 573 prizoniad 1 banniel kollet. |
An emgann a zo gwelet evel un trec'h strategel meur, ken pouezus hag emgannoù Cannae pe Gaugamela.