Emgann Bacsil Ridge
Emgann Bacsil Ridge (filipineg: Labanan sa Gulod ng Bacsil) a oa bet stourmet d'an 19 a viz Meurzh 1945. Ul lodenn e oa eus emgannoù Kampagn Filipinez e-pad an Eil Brezel-bed war Talbenn ar Meurvor Habask. Ar stourm a oa bet etre soudarded filipinezat ar 121st Infantry Regiment, Philippine Commonwealth Army, USAFIP-NL, renet gant ar c'homandant Russell W. Volckmann, a-enep nerzhioù Lu Impalaeriezh Japan renet gant ar jeneral Tomoyuki Yamashita[1]. An disoc'h a voe aloubadeg San Fernando, La Union d'an 23 a viz Meurzh 1945, gant Bacnotan, La Union goude daou viz stourm.
An emgann a oa bet unan doare guerilla[2].