Emgann Bryn Glas
Emgann Bryn Glas zo unan eus ar pouezusañ emgannoù en istor Kembre, a c'hoarvezas d'an 22 a viz Mezheven 1402 e-pad Brezel Dizalc'hted Kembre, etre arme Owain Glyndŵr ha hini ar Saozon renet gant Edmund Mortimer, aotrou ar Marz. C'hoarvezout a reas e-kichen kêriadenn Pilalau, en hanternoz da Fforest Faesyfed, e-kichenik Llanandras, war an harzoù etre Herefordshire ha Powys.
Trec'h e voe Kembreiz Owain Glyndŵr war arme saoz Edmund Mortimer, ha mont a rejont goude da c'hwezhañ an tan e kêr saoz Leominster.
Meneget eo an emgann gant William Shakespeare e-barzh e bezh-c'hoari Henry IV, Part 1:
The noble Mortimer,
Leading the men of Herefordshire to fight,
Against the wild and irregular Glendower,
Was by the rude hand of that Welshman taken,A thousand of his people butchered
LevrlennadurAozañ
- D. Helen Allday, Insurrection in Wales (Lavenham, 1981)
- R.R. Davies, The Revolt of Owain Glyndŵr (Oxford, 1995)