Emgann C'haeronea (-338)
Emgann C'haeronea a c'hoarvezas e C'haeronea e Boiotia e 338 kent JK
Eno e voe gwelet fin ar falanks hoplitek, pa voe faezhet gant falanks Makedonia, disheñvel e neuz hag e zoare-brezeliñ. An emgann-se a voe unan eus ar re pouezusañ eus an henamzer. Nerzhioù lu Aten ha Thebai a oa bet peurzistrujet. Dibosubl e oa dezho kenderc'hel da dalañ ouzh Fulub. Ar brezel a oa bet echuet a-benn neuze.